A-benn neubeud e vo lidet delwenn Nevenoë, e bro Redon

Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres.

Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres. © Radio France – Pauline Kerscaven

France Bleu Breizh Izel, 10 a viz Ebrel 2018

Abaoe eizh bloaz ‘neus c’hoant ar c’homite Nevenoë sevel un delwenn e koun Nevenoë. E fin miz Mae e vo staliet war lec’h emgann Ballon, nebell eus Redon.

Ur c’herlc’h houarn bras, gant toulloù e-barzh, a ziskouez skeudenn Nevenoë war e varc’h. N’eo ket echu c’hoazh an delvenn, e Lannarster emañ an tammoù houarn o vezañ soudet holl asambles. Met laouenn eo an holl o wellet anezhi da vat, peogwir eo bet diaes kas ar raktres da benn.

Ret eo bet kavout 80.000 euro evit arc’hantaouiñ ar c’hounlec’h. Gant Poellgor gouel Ballon, komite Nevenoë zo bet dastumet moneiz, dre ur c’hrowdfunding hag a-drugarez yalc’hadoù. E-touez ar re o deus roet ur sammad arc’hant e vez kavet Kevre Breizh. « Se a vo un doare da wellout ha da gompren petra zo c’hoarvezet ha perak », a zispleg Alan ar Gall, ezel eus burev Kevre Breizh.

 An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë. - Radio France

An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë. © Radio France – Pauline Kerscaven

Ur prantad pouezhus evit istor Breizh

Deuet e oa Nevenoë da vezañ kentañ roue Breizh – pe dost – goude emgann Ballon, nebell eus Redon. E 845 e oa, a-enep roue ar C’hallaoued, Charlez ar Moal. Aet e oa ar maout gant ar Vretoned met ankounac’het eo bet an darvoud-mañ. « Ne vez ket kelennet istor Breizh », eme, gwall dipitet, Jakez an Touze, deus ar c’homite Nevenoë.

Estreget an emgann eo darvoud Ballon ul lodenn pouezhus eus istor Breizh. « Poent loc’hañ stad Breizh eo. Ur prantad pouezhus eo evit Breizh, evel eo evit pep bro a teu da vezañ dizalc’h un deiz bennak », a gendalc’h Alan ar Gall.

Lidet e vo an delwenn e fin miz Mae, da vare Gouel Breizh

D’ar 26 a viz Mae, da vare Gouel Breizh e vo lidet an delwenn war an ton bras, e Baen-Ballon. Spi ‘neus ar c’homite Nevenoë e teuio da vezañ ul lec’h touristel hag istorel. « Pouezhus e vo evit ar yaouankiz, dezhi da gompren eo bras ha pouezhus istor Breizh », eme, evit echuiñ Patrig Renault, eil prezidant Poellgor gouel Ballon, komite Nevenoë.

Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres.   An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë.   D’ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon.

D'ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon. - Radio France

D’ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon. © Radio France – Pauline Kerscaven

Publicités
Cet article, publié dans Mémorial, Nominoë, Poellgor, est tagué , , , . Ajoutez ce permalien à vos favoris.

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion /  Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion /  Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion /  Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion /  Changer )

Connexion à %s